Traditional
’vel un tour-tan
O ma 'm mije gouiet kanañ e-koulz a ouezan leñvañ
Me a ganfe a-bouez penn tralalalitalilalo
Me a ganfe a-bouez penn, ma mamm ' zo ur vigoudenn

Ha ganet eo tro Triagad hag eo glazik he lagad
Me (a) gane 'n ur zont war ar bed tralalalitalilalo
Me (a) gane 'n ur zont war ar bed ur son war 'r bigoudenned

Ar c'hentañ tra am eus gwelet hag e oan chomet souezhet
Gant tad-kozh ' oa war e benn tralalalalalalala
Gant tad-kozh ' oa war e benn nag un tok teir bouloutenn

Ha gant mamm-goeh ' oa war he fenn ur c'hoef izel ha melen
Mamm avat he doa unan tralalalalalalala
Mamm avat he doa unan uhel 'vel un tour-tan