Traditional
Pussy riotal
Kavet 'm eus ur plah a hiriw
Unan di-zalh, unan hardizh

Hag un deiz he deus lâret din
He bruched eh a da ziskouaiñ

Eid difenn gwiriow ar maouesed
Ar re g'o gwased kasti'et

Ha disklêriiñ da fass ar bed
Ar re o bisajow mouchet

Avet 'm eus ur plah heretik
Hag a so mestres he boutik

'D ay ket dirag an aotrou-maer
Kennebeud dirag an aoter

'Meid ewid soniñ a-zivoud
Kevre 'n ilis hag ar galloud

Kavet 'm eus ur plah a-vremañ
Honnañ a so da m' santimant

Ha ni vo kreñv ha ni vo par
Mod-se ra an dud en em gar