Traditional
Ar c’hi en dienn
Disul o tont deus Penn ar Wern
Lamm ar c'hi du
Barzh an dienn

Va zad a zigouezh 'barzh an ti
Hag a c'houl pelec'h
E oa e gi

Klaskit va zad ha klaskit mat
Rakho ki du
'Zo 'barzh an dienn

'Vel lar ar mevel d'ar vatezh
Sach war e lost
Ma teuio 'maez

Gant ar c'heuz bras d'he c'hiig du
Va c'hoar Lena
A ouele druz

Tavit ma c'hoar ne ouelit ket
Chas du a-walc'h
A vez kavet

Chas du a-walc'h a vez kavet
Met ken desket
Ne vezo ket
An hini deus c'hoant da gaout chervad
N'eus ket met dont
'Barzh ti va zad

Eno kavo d'e zijuni
Ur pladad mat
A stripoù ki